16/09/2026
[version en français plus bas]
🎥🎤 Filmañ ‘ra ! 🎥🎤
Ur santier filmañ Frañs 3 ‘zo deuet d’an añtrenamant dilun diwezhañ, ha degaset an heol gante ! En em gavet omp gante war draezhenn Sant-Eflamm e Plistin. Dam da betra ? D’ober un tamm reportaj e brezhoneg diwar an Ultimate evit an abadenn sul "Bali Breizh". Julien hag Adèle, daou c'hoarier deus ar c’hlub, ‘zo bet laket da gaozeal diwar hon sport e brezhoneg dirak ar c’hamera.
An imajoù hag ar sonioù tapet dilun e Lomikael ha Plistin ‘vo laket da juntañ gant an danvez bet serret a-raok ‘ba ar c’hlubchoù all : an hini Brest hag an hini ar Faved surtout, e-kichen Kemper-Gwezhenneg.
A-benn da vloaz, er mizioù kentañ ar bloaz nevez, e tremeno ar reportaj-se ‘ba an tele. Lâret ‘vo deoc’h pa arrio, hep mankout !
🎥🎤Ça tourne ! 🎥🎤
Une équipe de tournage de France 3 assistait lundi dernier à notre entrainement. Nous nous sommes retrouvés à cette occasion sur la plage de Plestin-les-Grèves. Pourquoi ? Pour le tournage d'un documentaire en langue bretonne sur l'Ultimate pour l'émission de France 3 Bretagne "Bali Breizh", diffusée le dimanche matin. Adèle et Julien, deux joueurs bretonnants, ont été sollicités pour s’exprimer en breton face caméra.
Les scènes tournées lundi à Saint-Michel-en-Grèves et Plestin viennent ainsi compléter les images capturées précédemment auprès d’autres clubs : celui de Brest, et surtout celui du Faouet, situé à côté de Quemper-Guézennec.
Le documentaire sera diffusé début 2027. On ne manquera pas de le relayer !